Vous êtes dans : Accueil > Ober > Terkañ an tiriad > Kuzuliañ ar c'humunioù evit ar c'hêraozañ hag an dremmvroioù

Kuzuliañ ar c'humunioù evit ar c'hêraozañ hag an dremmvroioù

Evit gouzout hiroc'h

Pellgargañ >

kartenn ar c'humunioù o deus teulioù kêraozañ.

Teul kêraozañ >

Park naturel rannvro Arvorig :

Pol bevliesseurted hag endro bevañ

Pellgomz : 02 98 81 16 37

Dre bostel

Loc'het eo bet gant ar Park Natur rannvroel ur gefridi evit kuzuliañ ha sikour ar c'humunioù e tachenn an terkañ. Ouzhpenn an alioù roet pa vez savet pe renevezet an teulioù kêraozañ, e labour ivez ar Park gant ar strollegezhioù pa grogont da sevel o raktres.

Hep ober al labour a vez graet gant ar burevioù studi, e kuzul ar Park ar c'humunioù evit ma c'hellfent dibab o strategiezh pa renevezont o zeulioù kêraozañ, sikouret e vezont evit sevel o c'haier ar c'hargoù pe ambrouget e vezont en o difraeoù melestradurel pe pa glaskont yalc'hadoù.

Ar Park a ziskler bezañ keveler kentañ Kuzul Rannvro Breizh evit seveniñ ar program Eco-FAUR er c'humunioù.

Oberoù kelaouiñ a vez kinniget d'an dilennidi, d'ar c'hevredigezhioù ha da dud a vicher war ar Park 'benn ingalañ ar skiant-prenet, evit ma vefe komprenet talvoudegezh ar boazioù mat hag arouezioù an idantelezh lec'hel.

Ar Park a embann bezañ ur c'heveler, evit sikour ar c'humunioù, ar strollegezhioù, hag an dalc'herien raktres war e diriad dre e servijoù arbennikel, ha bezañ barrek da ambrougañ anezho e tachennoù 'zo evel ar c'hêraozañ, an dremmvroioù, ar savadurioù a berzh-vat.

eZ publish © Inovagora