Vous êtes dans : Accueil > Ober > Stourmañ ouzh tommadur an hin

Stourmañ ouzh tommadur an hin

Anavezet eo bet karta Park Arvorig evel "Agenda 21 lec'helevit ar prantad etre 2009-2021".
Framm daveoù an Agenda 21 a dermen palioù. Evit tizhout ar pal kentañ (stourm a-enep tommadur an hin ha gwareziñ an atmosfer) en deus ar Park loc'het 3 ober :

Evit gouzout hiroc'h

lec'hiennoù da welet >

Kevredigezh BRUDED

Info énergie en Bretagne

Klask bezañ eko-atebek

Ar Park a fell dezhañ bezañ ur skouer ha kas da benn diabarzh e framm ar pezh a vez brudet gantañ en diavaez.

An doare d'ober eko-atebek a zo e bal digreskiñ ar skogoù ekonomikel, sokial, energiezhel, endroel deus pep ober graet gant ar Park ha lakaat da glotañ e vont-en-dro gant reolennoù an diorren padus.

Sevel ur steuñvenn diriadel evit an hin

Da gentañ e rank ar Park sevel stad bevezadur energiezh war an tiriad, goude-se e rank ar Park kinnig oberoù resis evit ma vefe dispignet nebeutoc'h a energiezh en ur vezañ efedusoc'h :

  • diorren implij an energiezhioù nevezadus (ar c'hoad, an heol, an avel hag all ...) ;
  • sikour ha kuzuliatañ ar c'humunioù hag an diazezadurioù publik a genlabour etrekumunel (EPCI) diwar-benn an ekosavadurioù, an espern energiezh hag an energiezhoù nevezadus ;
  • stourmañ ouzh lederezh ar c'hêrioù ha mestroniañ implij an takadoù douar dre an teulioù kêraozañ ;
  • merañ an energiezhioù war an inizi ;
  • derc'hel kevridioù padus d'al lonkelloù karbon (lanneier, taouarc'hegoù, pradeier gleb, koadeier) ;
  • broudañ raktresoù touristelezh diwar an eko-annezañ ;
  • sikour ar broduktourien a labour e amredadoù-berr.

Diarbenniñ efedoù chañchamant an hin

Evit digreskiñ skogoù chañchamant an hin war an tiriad e rank ar Park termeniñ ar riskloù diwar an natur, ar yec'hed, an ekonomiezh a deu diouzh chañchamantoù an hin. Diwar al labour-evezhiañ e c'hell ar Park spisaat ar pezh a ra ha loc'hañ oberoù a gloto gwelloc'h gant efedoù chañchamant an hin.

eZ publish © Inovagora