Vous êtes dans : Accueil > Ober > Sikour an ekonomiezh padus

Sikour an ekonomiezh padus

Park Arvorig a zo bet rummet evel Park natur Rannvroel abalamour d'e diriad, ennañ ur glad hep par, talvoudus ha bresk war ar memes tro padal ez eo ivez ul lec'h ma vev ha labour an dud ennañ.
Ar pal a zo derc'hel bev ha nerzhus an obererezhioù ha mestroniañ an efedoù noazus war an dremmvroioù ha war an takadoù naturel. Pal ar Park a zo ambrougañ emdroadur an obererezhioù al labour-douar, ar greanterezh, ar c'hoad hag an douristelezh.

En e garta 2009-2021 en deus ar Park prometet e vefe staget liammoù gant embregerezhioù a gustum nevezadeniñ e tachenn an endro koulz hag an teknologiezh hag ar sokial. Klasket e vo brudañ embregerezhioù ar Park a glask gwareziñ an danvezioù war hir dermen, sankañ donoc'h an obererezhioù er vro, sikour da stardañ stankoc'h al liammoù sokial, etre an dud war-ar-maez ha tud kêr, etre tud ar vro ha tud an diavaez pe etre ar rummadoù oad.

Ar Park a zo en e soñj aozañ eko-trofeoù evit brudañ labour ha strivoù an embregerezhioù a labour evit digreskiñ ar skogoù war an endro hag an dud, poellekaat pourvezadurioù an danvez krai, (merañ dilastezañ ar stokoù.....)

eZ publish © Inovagora