Vous êtes dans : Accueil > Ober > Natura 2000 > Tachennoù war zouar annezet ha lec'hiennoù Natura 2000 "Eusa ha Molenez" ha "Chaoser Sun"

Tachennoù war zouar annezet ha lec'hiennoù Natura 2000 "Eusa ha Molenez" ha "Chaoser Sun"

Karget eo bet Park Naturel Rannvro Arvorig da sevel an teul palioù (DOCOB) war zouaroù an inizi annezet e lec'hiennoù Natura 2000 "Eusa-Enezeg Molenez" ha "Chaoser Sun", evit sikour Park natur Mor an Hirwazh.

 Al lec'hienn "Eusa-Molenez" a zo enni "Un takad arbennik mirerezh" (ZSC) a zo da vezañ termenet ha rummet en anv ar sturiad european "Annezoù". Al lec'hienn a ra 77 222 kantar, 1% anezho war zouar an inizi ha 99 % war an domani foran mor (DPM)

Lec'hienn "Chaoser Sun" a zo enni un "takad arbennik mirerezh " (ZSC" a 42 000 kantar, 1% anezho war zouar. Ar Park a labour nemetken war al lodennoù (1%) a zo war an douar.

Plant an tornaodoù, lanneier, letonnenoù an aod war inizi Eusa ha Molenez a ya d'ober annezoù naturel dispar, a glot mat gant an doareoù hin rust o  metoù naturel

abitats dans un état de conservation globalement bon. Ces sites constituent même pour certaines espèces de flore ou de faune de véritables réservoirs.

War enez Sun, plant an irvi bili, al letonnenoù gant holen war c'horre hag an tevennoù a ya d'ober annezoù naturel a laz kumuniezhel pinvidik-tre a ro talvoudegezh vras d'al lec'hienn e-keñver ar plant hag an dremmvro. An inizi a zo pellig awalc'h diouzh an douar bras ha n'eo ket aes dilestrañ, setu perak eo bet miret an annezoù naturel en ur stad dereat. Al lec'hiennoù-mañ a servij evel lec'hioù pourvez evit ar plant pe al loened.

Distro

eZ publish © Inovagora