Vous êtes dans : Accueil > Ober > Natura 2000 > "Morlenn Vrest-aber an Aon" ha Lennvor Brest- Bae Daoulaz-ouf ar Poulmig"

"Morlenn Vrest-aber an Aon" ha Lennvor Brest- Bae Daoulaz-ouf ar Poulmig"

 E penn pellañ Morlenn Vrest e kaver div lec'hienn Natura 2000 a zo etrezo un tamm boutin.

Un takad gwarezi ñ arbennik a 8076 kantar ennañ 98% dindan ar mor a vez graet "Lennvor Brest, Bae Daoulas, ouf ar Poulmig" anezhañ.

Termennet eo bet an takad-se dre un aferad melestradurel en anv sturiad "lapoused" e 2004 abalamour ma zegemer poblañsoù lapoused-mor neizhidi ha goañverien (skraved, houidi beg-heskenn, plomered, avoseted )

Un takad arbennik mirerezh a ra 9239 kantar 'barzh ar mor, a vez graet "lennvor Brest, aber an Aon" anezhañ a zo da vezañ termenet ha rummet en anv sturiad "annez, loened, plant," peogwir eo liesseurt e annezoù mor hag arvorel, mesk-ha-mesk an holl anezho : traezhennoù maerl, zosteraouegoù, pradoù sall, irvi bili, takadoù koadet, pradoù gleb, lanneier .....)

Zoum

Park naturel rannvro Arvorig a zo bet anvet oberataer lec'hel war al lec'hiennoù-se evit sevel an teul palioù* (DOCOB) gant kenlabour ha sikour Brest Meurgêr ar Mor (BMO) evit al lodenn war vor. Ar c'henlabour a vo termenet 'barzh ur c'hendivizad kenlabour.

Distro

eZ publish © Inovagora