Vous êtes dans : Accueil > Ober > Natura 2000 > Lec'hiennoù Natura 2000 "Kreiz ha reter Menez Are" ha "Koad ar C'hrannoù–Menez-Meur"

Lec'hiennoù Natura 2000 "Kreiz ha reter Menez Are" ha "Koad ar C'hrannoù–Menez-Meur"

Evit gouzout hiroc'h

Pellgargañ >

Teul palioù levrenn 1 et 2 evit an 3 lec'hienn.

Lec'hienn Natura 2000 FR5300013 "Kreiz ha reter Menez Are"  a 'n em astenn war 10 888 kantar lodennet e 18 kumun, enno lec'hioù aroueziel evel ar Roc'h Ruz, al lein uhelañ e Breizh gant e 385m.

An "Takad arbennik mirerezh* " (ZSC) a 'n em astenn war ar brashañ lannegva atlantel bro C'Hall ha war ar brashañ taouarc'hegva e Breizh. Al lodenn vrashañ deus al lanneier hag an taouarc'hegoù a zo bet rummet "annezoù naturel a laz kumuniezhel". Digresket eo o gorread abaoe 25 vloaz en desped da se eo bet miret en ur stad dereat pe en ur stad mat ar gorread a chom.

Al lanneier hag an taouarc'hegoù a gaver gant pradeier gleb pe get,  douaroù yen hag ar c'harzhaoueg miret mat a ra al liamm etre killioù pe koadoù gwez deliaouek (faoueg an Nivot, hini ar Ruskeg.....).

 

Zoum

Plant ha loened al lec'hienn a zo a-berzh uhel ha liesseurt.

- 10 spesad plant gwarezet e bro C'hall ha 3 anezho zo bet rummet a laz european, 3 spesad gwarezet er Rannvro ha 24 spesad a zo war Listenn Ruz Tolzenn Arvorikan (bleunioù rouez),

- 6 spesad loen enskrivet war stagadenn 4 ar sturiad Annezoù, 12 spesad lapoused neizhidi ha 11 spesad a lapoused goañverien enskrivet e stagadenn 1 ar Sturiad "Lapoused" gant ouzhpenn 95 spesad (genadoù kemmesket) gwarezet war bro C'hall a-bezh ha n'int ket rummet war listennoù ar sturiad european.

Al lannegva hag ar pradeier a zo un hêrezh deus doareoù d'ober ha boazioù labour-douar etre ar grennamzer betek ar bloavezhioù 70 hag o deus ezhomm bezañ kempennet gant labourerien-douar evit chom en ur stad dereat, setu perak eo a-bouez derc'hel pe degas en-dro doareoù labour-douar hengounel hag astennidik.

Pellikoc'h er C'hornog, lec'hienn Natura 2000* FR5300039 "Koad ar C'hrannoù-Menez-Meur" a gendalc'h kriblenn Menezioù Are war-du ar mor. Un takad arbennik mirerezh*  (ZSC) a c'holo 1281 kantar war teir c'humun.

Emañ al lec'hienn war daou damm disheñvel, unan savet diwar  maeziadoù pe lanneier war bladenn Menez-Meur hag ul lodenn all gant koadoù dreistholl e koad ar C'hrannoù.

Distro

eZ publish © Inovagora