Vous êtes dans : Accueil > Ober > Natura 2000 > Lec'hienn Natura 2000 "Menez-C'homm-Argol"

Lec'hienn Natura 2000 "Menez-C'homm-Argol"

Un dosenn grak, lec'hiet war talbenn an Arvor, eo ar Menez-C'homm hag ez a betek 330 metr. Mont a ra d'ober penn-pellañ kornog chadennad ar Menezioù Du, a vez graet a-wechoù "c'hoarezedigoù ar Menezioù Are".

 

Unan deus gwereoù brashañ e Breizh eo ar Menez C'homm hag-eñ en ul lec'h pennañ evit evezhiañ gourenez Graozon. Ouzhpenn bezañ brudet evit ar gweledva ez eo ar Menez-C'homm ul lec'h pinvidik ha liesseurt e-keñver an ekologiezh.

Lanneier sec'h war vein rez silik hag ur gwiskad douar tanv, lanneier gleb ha taouarc'hegoù war ziskennoù a 'n em vesk gant metoù all mesk-ha-mesk (koadeier ha pradeier gleborek, damgleb, broustoù......) 'lec'h ma kaver spesadoù rouez evel *man-taouarc'h ar Pylaie, *likopod an taouarc'h, *melc'houed krogennek Kemper, ar *skoul louet, an *adren Europa, an *devedig-lann.

E Hanter-noz al lec'hienn, koad kumun Argol a zo ennañ un dervenneg treut war vaen rez, troet war-du an Hanternoz. Ul lec'h fresk ha gleb, ar pep gwellañ evit ar man hag ar raden ha lod anezho gwarezet e bro C'hall.

(ar Raden hymenophylle, ar raden-goañv (dryopteris aemula )

Ha gouzout a rit-hu ?

Kuzul Meur Penn-ar-Bed, evit gwareziñ an dachenn naturel ha gweledvael-mañ en deus dibabet heuliañ ur bolitikerezh youlek evit prenañ douaroù gant ali ar c'humunioù.

Abaoe 2002, ouzhpenn 400 kantar a zo bet prenet e anv tachennoù natur tener an departamant a gaver war ar Menez C'homm ha war an "Tri Run". Mestroniañ ar font a bermet d'ar C'huzul-Meur terkad an tiriad war zaou dra : aozañ ar stourm ouzh an tan-gwall ha tresañ en-dro an hentoù-bale a vo darempredet gant an dud.

Distro

eZ publish © Inovagora