Vous êtes dans : Accueil > Ober > Natura 2000

Natura 2000

Rouedad al lec'hiennoù Natura 2000* a fell dezhañ gwarantisañ ar vevliesseurted en Europa. Ennañ e kaver Takadoù gwareziñ arbennik* (evit lakaat da dalvezout ar sturiad "Lapoused" ha Takadoù arbennik mirerezh* (evit lakaat da dalvezout ar sturiad "Annezoù")

Evit gouzout hiroc'h

Pellgarga ñ

Kartenn al lec'hiennoù Natura 2000

Barregezhioù Park Arvorig dre lec'hienn

Compétences par site du PNRA

A consulter >

Le site internet du site Natura 2000 Rivière Elorn

Le site internet du site Natura 2000 Rivière le Douron

Evit doare-ober ha mont-en-dro Natura 2000, an doare d'ober dibabet gant Bro C'hall a zo bodañ implijerien an douaroù evit klask asambles penaos merañ ar metoù hag ar spesadoù gant ur mont-en-dro kempouez ha padus o klask lakaat da glotañ ar skodoù ekonomikel ha sokial gant gwarez an annezoù hag ar spesadoù. Ar roll oberoù savet dindan beli Natura 2000 a vez divizet war pep lec'hienn hag e kaver anezho 'barzh un teul palioù (DOCOB) kensavet ha kendivizet gant un oberataer lec'hel hag ur poellgor leviañ.

Evit merañ ul lec'hienn Natura 2000 e ranker kinnig da gengevratourien a-du gant palioù ar c'hevratoù kartaoù pe kevratoù Natura 2000 pe diarbennoù labour-douar-endro.

Labourat a ra kalz ar Park diabarzh rouedad Natura 2000 : Oberataer eo war meur a lec'hienn war e diriad.

Karget eo ar Park gant mont en-dro roll an erbedennoù labour-douar-endro war lec'hienn Natura 2000 e Gourenez Graozon. (FR5300019)

eZ publish © Inovagora