Vous êtes dans : Accueil > Ober > Gwarezva bevgelc'h Mor an Hirwazh > Kempenn an dremmvroioù ha merañ ar metoù naturel war inizi an Hirwazh

Kempenn an dremmvroioù ha merañ ar metoù naturel war inizi an Hirwazh

Zoum

Engouestlet eo ar Park evit sikour, dreistholl war an inizi, al labourerien-douar viologel a fell dezho en em staliañ 'benn gwareziñ an dremmvroioù ha brudañ ar boued a galite uhel, ar pezh a glot gant an douristelezh padus.

 

Ur metoù naturel bresk eo inizi mor an Hirwazh. Oberiantizhoù an dud (evel an douristelezh) a rank kenvevañ gant ur glad naturel ha dremmvroel dibar.

Abaoe penn-kentañ an XXvet kantved eo aet da get tamm-ha-tamm al labour-douar hag ar sevel loened; ar pezh en deus chañchet dremmvroioù an inizi. Gwelet e vez muioc'h-mui a zouaroù fraost (liamm war-du ar c'heriaoueg).

Ar fraostoù a zegas efedoù noazus ouzhpenn an douaroù yen. Brud ha skeudenn an enezenn, he finvidigezh veologel hag he glad a vez lakaet en arvar. Evit dazont an inizi e ranker merañ an douaroù hag ar metoù.

Abaoe 1998 asambles gant kumunioù an inizi, ar Park a ra e lod evit gwareziñ ha merañ an takadoù naturel war an inizi.

Enkefiet e vez gant ar Park an arc'hant diwar an taos Barnier, a vez touchet war bep bilhed bag davet an inizi, ar pezh a servij da gempenn al lec'hioù rummet war listenn an takadoù naturel (50 kantar war Eusa) :

  • kempenn an dremmvroioù ha metoù 'lec'h ma z'eus bet re a gemmoù ;
  • difraostañ an hentoù war an aod hag e traoniennoù gleb ;
  • kempenn an hentoù a vez re zarempredet ha nac'hañ digeriñ hentoù nevez ;
  • reneveziñ al lanneier izel hag al letonennoù aod evit gellout magañ ar gavan beg ruz, a zo ur spesad en arvar ;
  • reneveziñ ar savadurioù izel e takadoù kempennet (mogerioù mein, gwaskedoù evit an deñved) ;
  • kelaouiñ an dud a gustum daremprediñ an aod.

eZ publish © Inovagora