Vous êtes dans : Accueil > Ober > Gwarezva bevgelc'h Mor an Hirwazh

Gwarezva bevgelc'h Mor an Hirwazh

Anvet gant an Unesco e 1988, Gwarezva bevgelc'h Mor an Hirwazh a chom an hini nemetañ war inizi e pennvro Frañs (liamm war-du ar c'heriaoueg)
Ar gwarezva a zo ennañ peder c'humun, 1 324 annezad war 99 149 kantar a c'horread.

Betek 2012 eo bet kenurzhiet ar gwarezva gant Park Arvorig. Palioù ar Park e-keñver mirerezh an tiriad ha talvoudekaat ar glad a glot gant palioù gwarezvaoù ar bevgelc'h hag heñchadurioù ar MAB (Man and Biosphere)

 E 2012 eo bet divizet gant an Unesco kenderc'hel gant gwarezva  bevgelc'h Mor an Hirwazh evit an 10 vloaz o tont. Brasaet eo bet betek kaout enez Sun, ouzhpenn Eusa ha Molenez.

Gwarezva Bevgelc'h mor an Hirwazh a 'n em astenn war inizi an Hirwazh  ha war vor.

Hiviziken e vez kenurzhiet Gwarezva inizi ha mor an Hirwazh (anv nevez ar gwarezva) gant Park naturel rannvro Arvorig asambles gant Park naturel mor an Hirwazh.

Derc'hel annezidi a-hed ar bloaz, diorren obererezhioù labour a c'hell padus ha doujus ouzh ar metoù , gwareziñ an ekosistemoù ha treuskas ar gladoù a zo palioù diazez ar gwarezva nevez hag e vez kaset en-dro oberioù e tachennoù labour-mañ :

  • kempenn en-dro metoù aroueziel an inizi
  • broudañ an touristerezh o toujañ ouzh an endro
  • talvoudekaat ar pezh 'vez produet er vro

Liesseuert ha pinvidik-kenañ eo ar glad ennañ hag ennañ ivez  dremmvroioù aroueziel deus an aod.

Bevliesseurted inizi Eusa, Molenez ha Sun a zo pinvidik ha dibar. Lod deus an annezoù war an aod a zo bet diskleriet a "laz kumuniezhel" ha spesadoù loened ha plant 'zo a vez kavet war an inizi o deus kalz a dalvoudegezh glad : skoul-korz, devedig bruched ruz, kavan beg ruz, isoet dreinek, ofioglos ar Portugal. Bevliesseurted plant ha loened ar mor a zo ivez pinvidik kenañ. Delfined meur, reuniged gris o deus o annez e enezeg Molenez.

 

An dremmvroioù war zouar ha war vor savet diwar inizi, enezenigoù, kerreg. Ar metoù mor-se a gaver enno pe warno roudoù deus ar metoù naturel (loened ha plant) met ivez deus labour mab-den aroueziel deus ar vuhez war an inizi, mogerioù mein, gwaskedoù deñved, fornioù tali, tourioù-tan.

  • Reneveziñ label ar gwarezva

Programm Man and Biosphère (MAB)

Ar programm a dalvez "mab-den ha bevgelc'h" a ginnig ur programm enklaskoù hag oberoù liesdiskiblezhioù gant ar pal derc'hel ur c'hempouez etre obererezhioù an dud hag o endro.

Loc'het e 1971, ar program MAB a zo e gefridi pennañ klask stourmañ a-enep digresk ar vevliesseurted dre diskoulmoù ekologel, sokial hag ekonomikel. Gwarezvaoù ar bevgelc'h a zo un tammig e pep lec'h war ar bed a-bezh. Ar rouedad-se a vez implijet evit eskemm gouiziegezhoù, enklaskoù, ensellerezh, deskadurezh, stummadur koulz ha sikour evit kemer divizoù asambles.

eZ publish © Inovagora