Vous êtes dans : Accueil > Ober > Gwareziñ ar vevliesseurted > Stourm a-enep ar spesadoù aloubus

Stourm a-enep ar spesadoù aloubus

Evit gouzout hiroc'h

Lec'hiennoù da sellet outo

www.bretagne-environnement.org/especes-invasives

www.cbnbrest.fr  

www.cg29.fr  

An abegoù pennañ er bed evit digresk ar vevliesseurted a zo da gentañ distruj ar metoù naturel ha da eil, struj diroll ar spesadoù aloubus.

Petra eo ur spesad aloubus ?

Evit bezañ lakaet war roll ar spesadoù aloubus e rank ar spesad :

  • bezañ bet tennet diavaez e dachenn orin naturel hag ebarzhet, a-ratoz pe dre zegouezh e lec'hioù all.
  • ur wech annezet ne ra nemet kreskiñ stank ha puilh hag en em lieskementiñ betek goleiñ an douaroù  hag ober poblañsoù padus

Ur spesad aloubus n'eo nemet ur spesad diabarzhet, aloubus ha strafuilhus evit an endro

Petra eo ur spesad oc'h aloubiñ

Ur spesad peuraliesañ engenidik, a gaver war e dachen orin nemet, peogwir eo bet kemmet ar metoù naturel, (pe en un doare naturel pe abalamour da obererezh mab-den) en deus astennet e dachenn vevañ.

Ur spesad diabarzhet a gresk stank betek re a deu da vezañ aloubus

Enebiñ a ra ar Park ouzh ar spesadoù aloubus dre an oberoù-mañ :
- anavezout ar spesadoù aloubus liammet gant Natura 2000.
- termeniñ ur roll oberoù hag anavezout ar spesadoù ha takadoù e ranker ober war o zro da gentañ
-sevel chanteroù merañ (tennañ ar plant)
-oberoù brudañ evit kelaouiñ an dud asambles gant ar gevelerien all a labour war an dachenn-se.

Bez' e kaver ar spesadoù aloubus war an douar ha war an aod.
Er Park, ar politikerezhioù publik o deus lakaet da bal pennañ enebiñ ouzh ar spesadoù-mañ

eZ publish © Inovagora