Vous êtes dans : Accueil > Ober > Gwareziñ ar vevliesseurted > Mirout gouennoù loened ar vro bihan o niver

Mirout gouennoù loened ar vro bihan o niver

Abaoe 1990 e labour Park Arvorig evit mirout gouennoù loened labour-douar : ar vuoc'h-du, an arvorikan, ar vuoc'h-velen; dañvad Eusa, dañvad an Enez-veur, hini al lanneier; gavr ar fozioù, ar pemoc'h-gwenn a vez savet ha diskouezet an holl anezho e domani Menez-Meur.

Al loened-se a zegas o lod da binvidigezh ar vevliesseurted koulz hag al loened gouez.

Al loened-se, ar saout, an deñved, ar givri, ar moc'h a vez graet anezho loened bihan o niver. Tost eo bet dezho mont da get abalamour d'ar c'hemmoù 'zo bet goude an eil brezel-bed e labour-douar e Breizh. E 1976 ne oa e Breizh nemet 310 buoc'h-du. Hiziv ez eus ouzhpenn 1400 buoc'h savet gant ouzhpenn 300 saver loened a zo pe labourerien-douar pe saverien evit ar blijadur.

Petra eo labour Park Arvorig ?

Ul labour melestradurel a ra evit ar sindikadoù saverien loened, ouzhpenn-se e ra ar Park ul labour brudañ, kelaouiñ diwar-benn al loened hag al labour kaset da benn gant ar sindikadoù. Un tamm sikour 'vez roet d'ar saverien dre gwerzhañ al loened.

Chatal domani Menez-Meur a gemer perzh e konkorioù labour-douar a vez  e Breizh pe e bro C'hall hag e tegasont en-dro prizioù.

Implijet 'vez ar chatal evit kempenn an tachennoù naturel war an domani. Mirout bevliesseurted gouez ha labour-douar a glot an eil gant egile.

Petra eo ar skodoù ?

  • Gwellaat stad ar gouennoù loened-se ha kreskiñ niver ar gouennerien
  • aesaat staliadurioù saverien loened a-vicher
  • sikour ar saverien loened gouennoù ar vro dre rouedadoù kenwerzh berr ha pep tra a ya gant al labour-douar doujus deus an endro.

eZ publish © Inovagora