Vous êtes dans : Accueil > Ober > Gwareziñ ar vevliesseurted > Mererezh arnodiñ al lanneier war domani Menez-Meur

Mererezh arnodiñ al lanneier war domani Menez-Meur

Un dachenn natur tener a 650 kantar eo domani Menez-Meur, lec'hiet war gumun Hañveg. Prenet eo bet gant Kuzul-Meur Penn-ar-Bed e 1968 ha meret eo bet gant Park naturel rannvro Arvorig abaoe eo bet krouet. Mirout a ra ar Park un tolpad lanneier a 300 kantar en o stad orin. Al lanneier-se a c'hell bezañ sec'h pe c'hleb.

Struzh an domani a zo hêrezh labour mab-den war ar c'hribennoù. Lanneier Menez-Meur zo bet dilezet e-pad pell amzer evit douaroù drushoc'h. Hiziv e vezont meret evit o zalvoudegezh gladel hag e vez klasket kentoc'h diorren o danvez ekologel ha gweledvael.

 

Gant doareoù ha teknikoù al labour-douar 'vez meret al lanneier.

  • falc'hat evit reneveziñ ha kaout danvezenn organek ;
  • An danvez falc'het a ya da c'houzer evit chatal an domani
  • ar sevel loened astennidik : lakaet 'vez da beuriñ en un doare astennidik ur bagad loened gouennoù kozh ar vro, bihan o niver hiziv. Al loened rustek-se a glot mat gant ar vro ;
  • Pa vez al lanneier enfraostet abaoe pell e vez jirobrevet an douaroù pe e vez loc'het an tan (en un doare mestroniet) hag e vez devet ar brousgwez uhel hag egise e vez krennet ar struzh.

E takadoù 'zo eo bet tennet ar gwez rousin bet plantet 'barzh ar lanneier gleborek.

Diskarret eo bet ar gwez ha tennet ar penngefiadoù ar pezh en deus degaset a-dammigoù plant 'zo en-dro, ar pezh a ro kalon da genderc'hel ingal.

Sikouret 'vez al labourioù-se gant yalc'hadoù labour-douar-endro dre emglevioù ha kontradoù etre ar Park hag al labourerien-douar.

eZ publish © Inovagora