Vous êtes dans : Accueil > Ober > Gwareziñ ar vevliesseurted > Ar steuñvenn c'hlas

Ar steuñvenn c'hlas

Ar steuñvenn c'hlas
Ur penn endalc'h bet kemeret e-pad Grenelle an Endro evit gwareziñ ar veoliesseurted eo ar steuñvenn c'hlas. Petra eo pal ar steuñvenn c'hlas ? Adsevel ur rouedad hentoù evit ma c'helfe ar plant hag al loened mont ha dont, kaout boued, bevañ asambles, kaout re vihan : e berr komzoù bevañ ha kenderc'hel da chom bev. Poblañsoù bevien a vez alies strewet padal eo ret da boblañsoù ur spesad kaout darempredoù etrezo evit kenderc'hel da beurvevañ.

Petra eo ar steuñvenn c'hlas ?

Savet eo diwar an tachennadoù naturel hag an "trepasoù ekologel"  da laret eo an hentoù a liamm etrezo an tachennadoù-se.

Glas abalamour d'an tachennadoù naturel distag ha d'an trepasoù natur a liamm anezho etrezo. A-wechoù etre an tachennadoù naturel ez eus takadoù glas evel ar c'hoadeier, ar girzhi, al lanneier...

Glas eo ivez abalamour d'ar gwazhioù, takadoù gleb, poulloù-dour hag an tachennadoù naturel a ya da heul an dour.

Kemer a ra ar Parc an endalc'h da sevel roll an trepasoù ekologel pennañ, dre annezoù ar spesadoù a ya d'ober ar glad naturel. Renablet e vo ar c'hleuzioù hag ar girzhi e pep kumun evit ma vefe dalc'het kont anezho 'barzh an teulioù kêraozouriezh.

 Labourat a ra ivez Park Arvorig evit termeniñ ar steuñvenn c'hlas war e diriad o terc'hel kont deus ar pezh 'vez graet war ar Rannvro (brastres rannvroel a  genstagded ekologel) war dachenn ar c'humunioù (teulioù kêraozouriezh, brastres terkañ ha merañ an dour). Da gentañ e ranker termeniñ peseurt labour hag e pelec'h e ranker kregiñ araok loc'hañ da vat labourioù evit gwareziñ hag adkempenn ar c'hendalc'h ekologel : kempenn war an hentoù an takadoù freuzet ha merañ riblennoù an hentoù hag all.

eZ publish © Inovagora