Vous êtes dans : Accueil > Ober > Brudañ ar glad sevenadurel > Ya d’ar brezhoneg

Ya d’ar brezhoneg

Sinet en deus Parc naturel rannvro Arvorig ar garta "Ya d'ar brezhoneg".

Dre sinañ ar garta e kemer ar Park an engouestl da vrudañ ar brezhoneg  e diabarzh e framm koulz ha war e diriad.

Ur c'houlzad eo "Ya d'ar brezhoneg" loc'het gant Ofis ar brezhoneg evit ledanaat plas ar brezhoneg e buhez pemdeziek ar Vretoned. Loc'het d'ar 5 a viz Here 2001, e tolp kantoù a strollegezhioù hag aozadurioù, youl enno brezhonekaat en-dro o c'humunioù.

O sinañ an emglev "Ya d'ar brezhoneg" Park Arvorig en deus dibabet kas da benn ur roll oberoù gant 17 ober :

  • Logo en div yezh ;
  • Paperoù talbennet ha goloioù-lizher en div yezh ;
  • Pedadennoù en div yezh evit al lidoù aozet gant ar Park ;
  • Panellerezh diavaez ha diabarzh en div yezh ;
  • Lakaat enlinenn ur stumm e brezhoneg eus al lec’hienn Genrouedad ;
  • Lakaat e-kerz an dud an teulioù boas (kinnig ar Park, teuliadoù kelaouiñ…) en ur stumm divyezhek ;
  • Pennadoù-stur ha pennadoù divyezhek en embannadennoù ar Park ;
  • Ober gant ar brezhoneg pa vez kaset da benn kefredioù ar Park ;
  • Brudañ an oberoù kaset war-raok evit ar brezhoneg gant ar Park ;
  • Ober gant ar brezhoneg pa vez aozet emgavioù ha lidoù ofisiel ;
  • Brudañ ar garta "Ya d’ar brezhoneg" dreistholl eus tu ar c'humunioù ezel eus ar Park ;
  • Ober gant ur flammenn divyezhek war ar goloioù-lizher ;
  • Ober gant an div yezh bep tro ma vez staliet panelloù nevez ;
  • Implijout sielloù divyezhek er servijoù ;
  • Kemenn en div yezh war ar responterez ;
  • Studiañ an anvioù lec'h war dachenn ar Park ;
  • Kemer perzh er c’houlzad bloaziek evit brudañ ar c’hentelioù brezhoneg.

eZ publish © Inovagora