Vous êtes dans : Accueil > Ober > Brudañ ar glad sevenadurel > Renabl ar glad savadurel

Renabl ar glad savadurel

Evit gouzout hiroc'h

pellgargañ >

Kartenn stad ar renabli ñ

Embannadennoù

Kalvarioù, feunteunioù, poulloù-kannañ, chapelioù, tiez gant ur c'huzh-taol, teñzorioù savadurel e-leiz a vez e kumunioù Park Arvorig. Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul-Meur Penn-ar-Bed ha Park Arvorig o deus loc'het abaoe 2006 da renabliñ ar glad savadurel.

 

War ar stern ez eus tregont kumun Park Arvorig da vezañ renablet (2006-2010) gant servij renabliñ ar glad savadurel (Rannvro Breizh, renerezh an douristelezh hag ar glad). Pal ar renabl a zo termeniñ, niveriñ ha lec'hiañ elfennoù ar glad savadurel ha dremmvroel.

An enklaskerien a vez o foetañ bro etre ar reter hag ar c'hornog evit sevel ur roll deus ar savadurioù. Evit pep savadur e vez savet ur fichenn deknikel, skeudennoù warni, (luc'hskeudennoù, tennadoù deus ar c'hadastr ....) un deskrivadur, hag ur pennad diwar-benn istor ar savadur. Disoc'hoù an enklask a vez kinniget 'barzh ar c'humunioù, kaset 'vez dezho ivez ur sederom. An holl ditouroù-se a servijo d'ar Park ha d'e gevelerien evit sevel programmoù hanterouriezh sevenadurel, sikour da sevel an teulioù kêraozañ pe reiñ kuzulioù diwar-benn ar savouriezh.

Des données à disposition de tous

Toutes les données recueillies, comprenant relevés, schémas et de nombreuses illustrations, sont accessibles sur le portail des patrimoines de la région Bretagne http://patrimoine.region-bretagne.fr/

La collection d’ouvrage « Patrimoine bâti et paysages » vous propose également de découvrir les richesses architecturales du Parc d’Armorique grâce à des publications richement illustrées et documentées. Trois numéros sont déjà parus :

"Patrimoine bâti et paysages : autour de Huelgoat"

"Patrimoine bâti et paysage : autour du Yeun Elez"

"Patrimoine bâti et paysage : le nord des monts d'Arrée"

Ces publications sont disponibles gratuitement sur demande à la Maison du Parc

Contactez nous pour les recevoir

An holl roadennoù dastummet,  gant an holl notennoù, berrdresoù, skeudennoù a c'hell bezañ gwelet e porched gladoù Rannvro Breizh http://patrimoine.region-bretagne.fr/

An dastumad levrioù "Glad ar savadurioù hag ar maezioù" a ginnig deoc'h dizoleiñ teñzorioù savadurel Park Arvorig dre embannadennoù gant kalz a skeudennoù hag a ditouroù.

Teir niverenn a zo deuet maez :

  • "Glad ar savadurioù hag ar maezioù" : en-dro d'an Uhelgoad" ;
  • "Glad ar savadurioù hag ar maezioù" : en-dro d'ar Yeun Elez" ;
  • "Glad ar savadurioù hag ar maezioù" : en-dro d'ar Menez Are".

Digoust eo al levrigoù-se a c'heller goulenn e Ti ar Park
Goulennit deomp evit kaout anezho

eZ publish © Inovagora