Vous êtes dans : Accueil > Ober > Brudañ ar glad sevenadurel > Pleustriñ ha skignañ war dachenn ar yezh hag ar sevenadur

Pleustriñ ha skignañ war dachenn ar yezh hag ar sevenadur

Ar sevenadur levezonet gant danvez Breizh a zo ken lañsus war diriad ar Park eget e lec'h all e Breizh. Unan deus kefredioù ar Park a zo skorañ personelezh idantelezh sevenadurel Breizh (ar brezhoneg, ar sonerezh, an dañsoù, ar grouidigezh arzel). Oberoù ar Park a vez frammet en-dro da :

Deskiñ

Sikour a ra ar Park ar c'hentelioù-noz war e diriad o sikour ar c'hevredigezhioù a aoz anezho.

Ur c'henemglev a zo etre ar Park ha Musik an Arvorig, ur gevredigezh a ra war-dro kentelioù sonerezh hengounel war ar Park.

Pleustriñ ha skignañ

Bep bloaz e vez kinniget d'an dud dont da selaou pe da gemer perzh ha kanañ, seniñ, dañsal, distagañ istorioù. Evit-se e vez savet daou rummad abadennoù:

Beilhadegoù ar Park : Bep bloaz e-pad an hañv e vez degemeret gant un ugent kumun bennak, goude lein, pe diouzh an abardaez, ur c'helc'h keltiek, ul laz-kanañ pe ur strollad sonerezh a deu da ginnig ha lakaat da zizoleiñ neuzioù disheñvel deus sevenadur ar vro.

Beilhadegoù Dastum : Adalek an distro-skol, e vez kinniget gant ar Park d'ar c'humunioù pe kevredigezhioù degemer un heuliad beilhadegoù kaset en-dro gant tud ar vro, tud a youl vat, startijenn enno; prest da ganañ pe da zistagañ istorioù e brezhoneg.

Emvodoù ha konkourioù : Ar Park a gustum aozañ konkourioù e doare emvodoù pe gouelioù ar pezh a ro abeg d'an annezidi da gemer perzh ha da briziañ o doare da ganañ, da zañsal ....

Konkourioù disheñvel a vez kinniget :

  • ar c'honkourioù a vez kensavet e domani Menez-Meur (Hañveg) : kenstrivadegoù dañsoù ha sonerezh ar vro a vez savet gant B.A.S.   ha War 'l Leur , hag ar gourenathlon savet gant Ti ar Gouren ha Komite ar gouren 29. Ma ne vefe ket sikour ar Park ne vefe ket deus ar gouelioù-se.
  • An abadennoù aozet gant ar Park ha kinniget d'ar skolioù evel an Eog ha Devezh ar Park.
  • An c'honkourioù dre vroioù araok kas an dud d'ar gourfennoù rannvroel (Kan ar bobl pe ar Skrivadeg).

eZ publish © Inovagora