Parc naturel régional d'Armorique

Vous êtes dans : Accueil > Kompren > Park naturel Rannvro Arvorig

Park naturel Rannvro Arvorig

Petra eo ur Park naturel rannvro

Ur Park naturel rannvro (PNR) a zo anezhañ un tiriad war-ar-maez gant tud o chom ennañ, brudet evit kaout warnañ gladoù naturel, sevenadurel ha dremmvael pinvidik ha bresk war ar memes tro. Evitañ ez eus bet savet ur steuñvenn diorren badus a zo e bal gwareziñ ha talvoudekaat ar gladoù gant ur bolitikerezh nevezus evit terkañ an tiriad, an diorren ekonomikel, sokial ha sevenadurel doujus ouzh an endro.

Evit gouzout hiroc'h

Pellgargañ >

 

Kartenn Park naturel rannvro Arvorig

 

An eil Park natur rannvroel e Bro C'hall

Abalamour da binvidigezh dispar e zremmvroioù ha d'e idantelezh kreñv eo bet Park naturel rannvro Arvorig an eil Park krouet e 1969 e Bro C'hall. Hiziv eo c'hoazh ar Park naturel rannvro nemetañ e Breizh.

Lec'hiet e kreiz Penn-ar-Bed, en em astenn a ra tiriad ar Park deus ar Menezioù Are betek aod gourenez Graozon, dre draonienn an Aon ha morlenn Vrest, ha zoken betek inizi mor an Hirwazh (Sun, Molenez, Eusa).

Sifroù penna ñ  ar Park

  • 125 000 kantar ;
  • 61 000 annezad ;
  • 44 kumun ezel ;
  • 4 c'hêr-dor (Brest, Karaez, Kastell-Nevez-ar-Faou, Landivizio).

Ar steredenn a zo bet dibabet da arouez boutin evit rouedad Parkeier naturel rannvro e bro C'hall. An erminig gant an arouez ardamez a zo un arouez a c'hlander. Al logo a sinifi an emglev etre an natur hag ar sevenadur, an engoun war hent an dazont.

eZ publish © Inovagora