Parc naturel régional d'Armorique

Vous êtes dans : Accueil > Kompren > Mont-en-dro ar Park

Mont-en-dro ar Park

Meret eo ar Park gant ur sindikad kemmesk, ennañ dilennidi Rannvro Breizh, departamant Penn-ar-Bed, ar 44 kumun ezel, an 8 kumuniezh-kumunioù ha *tolpad-kêrioù, ar 4 c'hêr-dor ha *Brest Meurgêr ar mor. An arc'hant a deu deus ar C'huzul rannvro, Kuzul-Meur Penn-ar-Bed, deus kumunioù hag etrekumunelezhioù ar Park, ar c'hêrioù-dor, deus ar stad, deus Europa ha deus aozadurioù ha kevelerien a bep seurt.

Evit gouzout hiroc'h

Pellgargañ >

Brastres mont-en-dro ar Park

schema fonctionnement

 

Un ensavadur

Melestret e vez ar sindikad kemmesk gant ur poellgor sindikadel hag ennañ 69 dileuriad. Organ divizout ar Park eo. Fiziet 'vez dezhañ ar varregezh da ren holl oberezhioù ar sindikad evit kas ar garta da benn.

Ar poellgor sindikadel a zibab ur burev gant 17 ezel.

Ar burev a zo stumm strizh ar poellgor sindikadel. Ober a ra war-dro an doseroù pemdez, sevel a ra ivez ar budget ha rolloù an oberioù.

Ar bodadoù-labour o deus o flas e mont-en-dro buhez ar sindikad kemmesk evit prientiñ an divizoù hag evit o c'has da benn. Dre ar bodadegoù-labour eo aesoc'h d'an annezidi kemer perzh hag e vez enlusket danvez ha barregezhioù an tiriad.

Ar poellgor sindikadel a c'hell goulenn e ali digant Kuzul skiantel ar Park evit henchañ an divizoù pe evit gouzout ma talvez ar boan kaozeal deus temoù 'zo.

Kuzul skiantel ar Park a stroll prizachourien deus aozadurioù publik rannvroel a labour e domanioù skiantel pe deknikel.

Ur skipailh

Ur skipailh liesdiskiblezhel  eo skipailh ar Park a zo ennañ war-dro hanter-kant gwazour pe tud karget a gefridi pe melestradourien, teknikourien. Ingalaet eo ar skipailh tud etre ar Faou (lec'h m'emañ ar sez melestradurel hag ar skipailh teknikel), an inizi Eusa ha Sun ha domani Menez-Meur war gumun Hañveg.

eZ publish © Inovagora