Parc naturel régional d'Armorique

Vous êtes dans : Accueil > Kompren > Ar garta ha kefredioù ar Park

Ar garta ha kefredioù ar Park

Kefredioù ur Park naturel rannvro.

Termenet eo kefredioù ur Park naturel rannvro gant Kod an Endro :

Evit gouzout hiroc'h

Pellgargañ >

Teuliadoù ar garta

Télécharger la charte 2009-2021 en breton

Télécharger le Plan de Parc  

Télécharger la synthèse de la charte

Télécharger l’atlas de la Charte

Télécharger Le bilan d'action depuis 1997

Télécharger le diagnostic de territoire  

Diagnostic

  • Gwareziñ ha talvoudekaat ar glad naturel ha sevenadurel dre dermeniñ un doare da verañ an endroioù naturel hag an dremmvroioù ;
  • kemer perzh e terkañ an tiriad ;
  • kemer perzh en diorren ekonomikel, sokial, sevenadurel hag er c'halite bevañ ;
  • Kemer karg an degemer, koulz ha deskadurezh ha titouriñ an dud ;
  • Kas da benn oberoù arnodiñ pe oberoù skouer e tachennoù meneget a-us ha kemer perzh ivez 'barzh programmoù enklaskoù skiantel.

Karta 2009-2021

Diell diazez ur Park naturel rannvro eo ar garta. Termeniñ a ra evit 12 vloaz ar palioù da dizhout, an heñchadurioù evit gwareziñ, talvoudekaat ha diorren ar Park hag ar muzulioù evit o c'has da benn.

Ar strollegezhioù (kumunioù, kumuniezhoù-kumunioù, tolpadoù-kêrioù, an departamant, ar rannvro) a ziviz degemer ar garta a vez engouestlet diwar an diviz-se koulz hag ar stad a zegemer ar garta gant un dekred

Diazezet en deus ar Park naturel rannvro Arvorig e raktres tiriad nevez war an dremmvroioù, pere 'zo bet lakaet da linenn stur e garta 2009-2021, dindan titl "evit dremmvroioù dibabet en Arvorig".

Ahelioù labour ar garta nevez a zo :

  • kreñvaat pinvidigezh ha perzhioù dibarded elfennoù ar glad a ya d'ober kalite bevañ annezidi ar Park ;
  • Lakaat da glotañ obererezhioù an dud ha talvoudegezh ar glad naturel war an douar, an inizi ha war ar mor ;
  • Lakaat ar gladoù hag ar grouidigezh arzel da vevañ dre raktresoù kevredourien ;
  • Kas spered ar c'henskoazell deus amañ betek ahont (deus ar c'horn-bro betek broioù pell).

eZ publish © Inovagora