Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ur sevenadur liesseurt > Ar gizioù

Ar gizioù

POUR EN SAVOIR +

Téléchargement >

Les coiffes du Parc

Gizioù liesseurt ha disheñvel a gaver war ar Park, lec'hiet evel m'emañ war meur a vro.
An dilhad, an abidoù hag ar c'hiz.
Ret eo an dud gwiskañ o dilhad evit en em wareziñ ouzh ar yenijenn. Ar relijion a guzulie (dreistholl d'ar merc'hed) bezañ difouge hag izelek en o gwiskamantoù.
Ar gwiskamantoù a roe da c'houzout diouzhtu e oa Katell ur benhêrez deus bro Rouzig ha Yann ur bigouter hag ur c'hlasker-bara.
An dilhad pemdeziek a veze kozh ha mil peñseliet. D'ar sul e veze un abid brav evit mont d'an oferenn-bred. Evit ar gouelioù bras (eured, badiziant .) e veze an abid bravañ ha priziusañ evit an holl familh. Diskouezet ha dispaket e veze ar pep priziusañ, ar bravigoù, botonoù arc'hant, ar montr, ar spilhoù, an dantelez hag all...  Ar vugale d'an oad a drizek vloaz a wiske dilhad ar re vras, echu e oa o bugaleaj.
An doare d'en em wiskañ hag ar gizioù e Breizh en deus chañchet kalz ha buan. An dispac'h e bro C'hall a lak un dermen d'al lezennoù a redie an dud d'en em wiskañ hervez o renk. Boulc'het eo an hent evit gizioù Breizh. Ne ouezer nag ar perag nag ar penaos evit displegañ an hentoù disheñvel bet kemeret gant ar gizioù e Breizh.
Goude an daou vrezel-bed, tout an dud a oa e kañv, setu perak e oa du an dilhad bet gwelet ganeomp pe er c'halatrez pe en hor eñvorennoù, diwar-se e oa soñjet gant kalz tud e oa dre ret livet e du abidoù Breizh.

eZ publish © Inovagora