Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ur sevenadur liesseurt > Ar broioù

Ar broioù

EVIT GOUZOUT HIROC'H
Pellgargañ
Kartenn teroueroù ar Park

E Breizh ez eus broioù (pe diriadoù) melestradurel hag istorel met a-bouez bras eo ar broioù bihan anavezet mat gant an dud gant o c'hiz, o mod, o rannyezh. Hag evel ma vez lavaret : "Kant giz, kant bro, ..."
War an 8 eskobva kozh a oa e Breizh, ez eus 3 anezho war ar Park (Leon, Treger ha Kerne). 'Barzh pep hini e kaver izrannvroioù (ar Menez, Dardoup, Bidar ..)
Deus Bro Leon a-bezh, 'n eus nemet teir c'humun war ar Park (Sizun, Plouneour-Menez, Kommanna) an teir anezho e Menezioù Are pe e tor ar Menezioù. Levezonet e vezont gant doareoù ha boazioù kanañ Bro Leon ha Bro Gerne (Kan-ha-diskan). Ar memes tra eo evit an dañsoù. Kavet e vez an "dañs-tro" (ar gavotenn) koulz hag an dañsoù a-dal (dañs leon) hag an dañsoù daou-ha-daou (dañs Sizun, ...).
War inizi Molenez hag Eusa (Bro Leon) e vez dañsoù ront.
Kumunioù Gwerliskin, ar C'hloastr-Plourin, Plougonven, Bodsorc'hel a zo e bro Dreger.
E kumunioù 'zo, un tammig e pep lec'h war ar Park e vez aozet "beilhadegoù" giz gwechall gant tud a deu da ganañ ha da gontañ istorioù.

Bro Gerne a zo ar vro istorel ledanañ war ar Park gant 6 terouer pe isrannvro

  • Dardoup (Kastell-Nevez ar Faou ;
  • Bidar (Brasparzh, Pleiben) ;
  • Rouzik (Kastellin, Ar Faou, Argol) ;
  • Gourenez Graozon ;
  • Bro Gernevodez (Hañveg, an Ospital, Daoulaz ....) ;
  • Ar Menez (Berrien, Skrigneg ......).

An dañs-tro eo an dañs-vamm e bro Gerne ha war ar Park.
Un dañs deus ar re goshañ ha tamm-ha-tamm hervez ar broioù e vez gwelet eilstummoù disheñvel deus an dañs (gavotenn Hañveg, Skrigneg, Brasparzh....)
Sonerien pe ganerien a lak an dud da zañsal. 

eZ publish © Inovagora