Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Produioù deus ar vro

Produioù deus ar vro

Un hanter-kant bennak a labourerien-douar, pesketaerien, istrerien a ginnig deoc'h o froduerezh e meur a lec'h er Park; war-eeun e ti ar produer pe el letioù ha stalioù-konwerzh ar c'humunioù. Kit da furchal barzh roll produerien ar Park hag e kavot ouzhpenn 100 chomlec'h evit kejañ gant ar broduerien pa vezer o prenañ pourvezioù.

Pellgargañ roll ar broduerien

Annuaire-produits-locaux-PNRA (pdf - 1 023,61 ko)

Aozet e vez an "amredadoù berr" evit chom tost deus ar broduerien ha gellout kejañ ganto. Drezo e c'hellit dizoleiñ produioù, rekipeoù, koulz ha chemedoù, gwazhed ha merc'hed a vez entannet gant o labour.
Micherioù ha produioù liesseurt. Kavet 'vez a bep seurt blaz hag a bep seurt tañva : kaotennoù diwar sistr, meuzoù aozet diwar maligorned, a bep seurt formaj laezh, kig, frouezh, legumaj, peadra da sevel predoù liesseurt gant ur banne digor-kalon da gregiñ, bara ha sistr.
Lec'hioù liesseurt a vez ivez evit ober daremprediñ gant ar broduerien. Kejet e vez ganto dreistholl barzh o atant ha war ar marc'hadoù. Ar broduerien a gustum en em strollañ evit kinnig lec'hioù nevez d'ar vevezerien : ul lec'h gwerzhañ boutin e Sant-Riwal, marc'had ar broduerien biologel e Kastellin er

Run ar Puñs.... Ar  vevezerien, int-i a ginnig deoc'h emezelañ d'an AMAP ( kevredigezh evit derc'hel ul labour-douar gant peizanted ) e Kraozon hag e Sant Koulid. Un emglev 'vez etre ar vevezerien hag al labourerien-douar.

Stalioù-konwerzh ha letioù a ra ivez gant ar produioù-se a vez prenet ganto war-eeun e atant o amezeien labourerien-douar.

Tañvit ha dizoloit blazoù nevez ha c'hwek

eZ publish © Inovagora