Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ar glad naturel > Metoù dreistordinal > Tornaodoù ha letonnoù war an aod

Tornaodoù ha letonnoù war an aod

E-pelec'h ez eus tornaodoù ? Dreistholl e gourenez Graozon ha war an inizi met ivez en nebeut lec'hioù resis e morlenn Vrest pellañ

War ar reier e tiwan plant difer abalamour d'an doareoù diaes : Tanv  'vez ar gwiskad douar war ar reier, ouzhpenn-se e vez sklabodet gant ar mor, ha gwallgaset gant an avel. Ar plant a gresk war zerezoù, an eil a-us d'egile, adalek traoñ an tornaod. Urzhiet e vezont hervez ma c'hellont gouzañv an holen hag an diouer a zouar.

  • En traoñ e kaver al liken, a-us dezho ar skaouarc'h a vev war ar skirioù hag an torosennoù.
  • War uhel an tevennoù, plant all a gresk war bouez douaroù paour. Mont a reont d'ober letonnennoù stabil ha digor, 'lec'h ma vez *brignen-logod, *Cochlearia danica pe *sagina maritima.
  • Uheloc'h choazh, al letonnennoù sal (dindan levezon an avelioù hag an holen) a en em led war an diskennoù hag ar pladennoù. Ar *geot-ruz a vez kavet ar stankañ. Kavet e vez ivez ganti spesadoù all evel ar *broen-mor hag ar *c'harotez aod. Kavet e vez alies ivez plant evel ar *rederez aod, *sae-ar-werc'hez hag ar *melchon-kornek.

Distro

eZ publish © Inovagora