Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ar glad naturel > Metoù dreistordinal > Reier ha letonioù Menezioù Are

Reier ha letonioù Menezioù Are

Torosennoù digled Menezioù Are hag ar Menez C'homm daoust dezho bezañ izel o deus memestra perzhioù gwir venezioù gant o douaroù noazh ha treut hag o hin diaes, warno e kresk takadoù leton trevedig. A-wechoù e vez gwellaet kresk al leton pa vezont pilpazet gant an dud ha touzet gant al lapined.

 Ar plant a gresk a-stroll a vez da gentañ war ar vein rez digled, war gribennoù ront ha war ar maenegoù (da skouer ar re a chom goude labour ar vein sklent troet da vein-to)

Al leton a vez ennañ spesadoù bividik ha bloaziek. En o c'hresk uhelañ e-pad an nevez-amzer ne z' eont ket dreist dek santimetr bennak a uhelder. Kavet e vez enno ur meskaj gramineged*, (*geot-tanv, *geot boued-chatal) plant chugek, (*brignen-logod, *krampouezh-mouezig ...), plant uhel (*sae-ar-Werc'hez, *boked ar gurun....) kinvi ha liken.

 Etre al leton rez hag al lanneier sec'h e vez gwelet alies takadoù gramineged a islinenno ar reier a deu 'maez deus an douar : graet e vez "leton gant cheb" anezho hag e vezont kavet alies e menezioù a uhelder etre (ar Vogezioù, ar Jura, an Dolzenn Greiz).

 Reier 'zo a gaver e-touez gwez ar c'hoadoù 'lec'h ma vez glebor e-leizh hag ingal. War ar reier e kresk kinvi ha raden a vev dindan an hin veurvorel. Lod deus a plant-mañ ne gaver e bro C'hall nemet e Penn-ar-Bed : ar *raden-goañv , ur raden all : Hymenophyllum tunbrigense, *raden-Iwerzhon . Kavet e vezont e-leizh war enezeg an Azores brudet-mat evit he hin kerreizh ha gleborek

Distro

eZ publish © Inovagora