Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ar glad naturel > Metoù dreistordinal > Lanneier an Argoad

Lanneier an Argoad

Ar Sifr

Hiziv lanneier an Argoad a c'holo c'hoazh ouzhpenn 8700 kantar war diriad ar Park, dreistholl war ar Menez C'homm hag ar Menezioù Are. Er Menezioù Are tost da 40% a lanneier a vez kempennet dre  sikourioù kinniget 'barzh framm oberoù Natura 2000.

Al lanneier, douaroù ha dremmvroioù a vez goloet gant plant ha geot disheñvel. Seblantout a reont bezañ naturel, koulskoude al lanneier a zo bet stummet ha kempennet gant mab-den. Al lanneier a gaver en Argoad a zo ar pezh a chom deus ar c'hoadeier orin a zo bet difraostet; ne chom un takad nemetañ war ar Menezioù Are war griboù ar C'hragoù.

Loc'het eo bet an difraostañ da vare an Nevezoadvezh ar Maen* betek an XVIIIvet kantved dindan levezon menec'h manatioù ar Releg ha Landevenneg.

 Doareoù da labourat an douar (lod anezho a vez implijet c'hoazh evel ar marradeg, al labour-douar war suilhadegoù, ar falc'hat, temzat ar peurioù) koulz hag an digoadañ o deus krignet an douar ha tamm-ha-tamm an douaroù a zo deuet da vezañ treutoc'h-treutañ.

An douaroù treut a vez goloet gant al lanneg hag ar plant a gaver ar stankañ ennañ ar brug a vez mesket gant gramineged ha plant koudask evel al *lann-ki. Hervez torosennadur an douaroù e vez disheñvel ar glebor ha diwar-se ez eus muioc'h pe nebeutoc'h a vleuñv. Graet e vez un diforc'h etre

  • Al lann grin dindan *brug-melen ;
  • Al lann damc'hleborek gant *brug-melen ha *brug-ruz . Al lann-se a gaver ar muiañ en Argoad ;
  • Al lann gleborek goloet dreistholl gant brug-kroaz.

 Lanneier gleborek-tre a vez graet lanneier taouarc'hek anezho. Ar *man-taouarc'h a gresk enno.

 

 

Distro

eZ publish © Inovagora