Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ar glad naturel > Metoù dreistordinal > Ar stêrioù

Ar stêrioù

Ar sifr !

War 102 km hed e red ar stêrioù war ar Park (en diavaez deus an aberioù)

' Barzh rouedad ar stêrioù war ar Park (ma lakaomp a-gostez un nebeut gwazhioù a gaver war an aod evel an Aber, ar C'herloc'h, ar Garvan e ragenez Kraozon, ar C'hamfroud ha stêr ar Faou) a zo ennañ pennoù diazadoù doureier an div stêr pennañ Penn-ar-Bed : an Elorn en Hanternoz hag an Aon er C'hreisteiz. Dour ar stêrioù a ya da leuniañ teir mirlenn bennañ a zo en departamant : Lenn Sant Mikael war stêrdachenn an Aon, Lenn an Dreneg, war stêrdachenn an Elorn, ha stang ar Gwig war stêrdachenn al Leger.

Gwazhioù ar Park a zo al lodenn vras anezho "sterioù gant dluzed" E penn ar stêrdachenn, enno dour trenk hag an disterañ mineralek. Spesadoù aroueziel a dremen dre ar gwazhioù-se evel an eog pa vez o vigrañ, kidour Europa, meskl dour dous perlezet (ne vev nemet e penn ar stêrdachennoù lec'h ma vez glan an dour).

ZOUM

Kastell-dour Penn-ar-bed eo Park Naturel Rannvro Arvorig hag en desped d'ar pezh 'vez lavaret diwar-benn an dour e Breizh, kalite an dour a zo mat, mat-tre zoken. Kalite an dour a ya da heul ar galite a-fet endro war an tiriad dre vras. Ma chom c'hoazh takadoù saotret, war evezh e chom ar Park hag e gevelerien evit gwellaat o bilañs.

Retour 

eZ publish © Inovagora