Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ar glad naturel > Metoù dreistordinal > Ar c'harzhaoueg

Ar c'harzhaoueg

Ar c'harzhaoueg pe ar garzhaouegoù....

Tiriad a Park hiriv n'eo nemet ur skeudenn deus emdroadur ar font war ar maez ha dre-se talvoudegezh hag implij ar c'harzhaoueg a-hed ar c'hantvedoù, al lec'hioù hag ar reizhiadoù labour-douar.

Er Menezioù-Are e vez stank ar c'hleuzioù etre kriboù ar menezioù hag an traoniennoù. Lodennet e vez ar maezioù etre douaroù gounezet ha pradennoù pe foennegoù. Amañ e vez girzhi gwez dirvi, faou, kelvez, kistin war gleuzioù savet diwar vogerioù mein a vez alies ouzhpenn 4 metr a ledander. Kleuzioù savet diwar ar patrom-se savet gant gwez, kinvi ha raden, a vez kavet ivez en ur stad dereat e goueled lennvor Brest.

E kornog gourenez Graozon e vez kentoc'h brousgwez war gleuzioù izel warno lann-gallek, spern-du.... hag e tispartiont ar parkeier e tachennoù strizh ha hir. An douaroù dilezet gant al labour-douar a deu da vezañ douaroù fraost hag e vez kuzhet ar c'hleuzioù dindan strouezh ar fraostoù.

War an inizi e vez bevennet ar parkeier gant ur rouedad mogerioù mein sec'h. Pa vez dilezet an douaroù e vezont goloet dindan ar strouezhegoù spern-du, gouradenn ha drez.

E diazad Kastellin ha korn-bro ar Menez-C'homm adlodennet eo bet an douaroù ha ledanet eo bet ar parkeier a zouaroù druz, aesoc'h da labourat gant mekanikoù labour-douar arnevez.

Ar parkeier strizh ha bihan, mod gwechall ne vezont kavet ken nemet tro-dro d'an tiez pe en traoniennoù gleborek pe diaes da vont betek eno.

Treutoc'h e vez ivez ar girzhi, distank 'vez ar gwez uhel, ha pennoù uhelañ ar gwez a vez distrob.

Distro

eZ publish © Inovagora