Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ar glad naturel > Metoù dreistordinal > An taouarc'hegoù

An taouarc'hegoù

Ar sifr !

Pelec'h emañ an taouarc'hegoù

War ar Menezioù Are e kaver 2740 kantar a zouaroù taouarc'hek; ouzhpenn-se ez eus ur c'hant kantar bennak anezho war dolpad ar Menez-C'homm ha takadigoù lec'h-mañ-lec'h war gourenez Graozon, hag e Morlenn Vrest.

Metoù naturel eo an taouarc'hegoù. O mont-en-dro hag ar plant a gresk warno a vez war-bouez an dour hag ar roc'h-vamm. En em ledañ a reont war reier trenk a zigas nebeut-tre a vaguzennoù.

Savet e vez an taouarc'hegoù diwar gwiskadoù restaoloù plant (man-taouarc'h) o vreinañ 'barzh poulloù-dour lec'h ma vez dour chag.

Ar plant a rank ober gant an dour. Ret eo dezho diorren doareoù dibar evit en em vagañ :

  • ur rouedad gwrizioù ledan (evel ar broen) ha hir evit mont don en taouarc'h (evel lin ar yeun)
  • kenvevañ a reont gant kebell-touseg a sikouro ar gwrizioù da vezañ efedusoc'h evit bouetañ ar plant (evel ma ra ar brug-ruz, pe ar brug-kroaz).
  • benvegadoù en aer evit tapout boued (e-giz ar plant kigdebrerien evel ar *glizheolez pe al *lin-raned).

An takadoù gleborek-mañ a zo evel ur spouenn. Reoliñ a reont fonnder ar gwazhioù : pa vez sec'h an amzer e vez restaolet an dour daspugnet e-pad ar goañv koulz hag e vez lonket ganto an dour dislonket gant ar stêrioù pa vez re greñv ar glav. An taouarc'hegoù a vez paket dour mat da evañ enno en ur doullañ añchadurioù an dourioù.

Ha gouzout a rit-hu ?

E Menezioù Are ez eus unan deus an div "daouarc'heg volzennek"a zo e Breizh (Mirlec'h naturel ar Veneg). Graet e vez taouarc'hegoù bolzennek anezho peogwir eo uhel-mat live an taouarc'h ha ne c'hell ket ken en em gavout an dourioù-ruilh betek ar plant hag a vez douret neuze gant ar glav. Un daouarc'heg all, war gribennoù Menez Are a vez graet "taouarc'heg war c'horre" Ne gaver neblec'h all ar seurt taouarc'hegoù-se.

Distro

eZ publish © Inovagora