Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ar glad naturel > Metoù dreistordinal > An aod vev gant kerreg

An aod vev gant kerreg

Kavet e vez an aod vev gant kerreg e lennvor Brest. Kavet e vezont e meur a stumm : garvegier, reier, kerreg... Emaint e-touez ar metoù naturel lec'h ma z'eus ar muiañ a vevliesseurted. An aod vev a vez goloet gant gwiskadoù bezhin a bep seurt (du, ruz, glas) a warez al loened mor (mellkeineged, divellkeineg a gaver e-leizh) da vezañ disec'het. Pep roc'h a ro bod da spesadoù disheñvel en o zouez larvenned kresteneged a vez gwerzhet ker evel ar c'hranked-saoz pe ar morgevnid.

Ar metoù-mañ a vez gwalgaset bep hañv gant al lanvadoù bezhin glas. Mouget e vez ar bezhin all hag al loened divellkeinek munut gant ar bezhin glas. An istred don gouez a vez o lieskementiñ ingal betek sevel bernioù a zegas chañchamentoù er gweledva an aod met ivez e-keñver ar spesadoù loened a vev war an aod.

 

Ha gouzout a rit-hu ?

Al loc'heta (bigorneta, kokousa, kontellegeta, istra, meskleta...) a c'hell lakaat en arvar ar metoù naturel o tigreskiñ niver al loened hag ar spesadoù : peogwir e vez skrabet ar substradoù e vezont homogenizet  ha diwar-se e ya da get spesadoù bresk ha ne c'houzañ  vont ket an disterañ cheñchamant en o metoù naturel. Pa vez eilpennet ar pezhioù reier e kustum breinañ ar bezhin stag ouzh ar roc'h hag e varv al larvenned kranked o vezañ sklerijennet.

'Benn ar fin nemet un nebeut spesadoù dister a c'hell treuzvevañ ha tamm-ha-tamm e teuont da vezañ niverusoc'h eget ar spesadoù all. Digresk niver ar spesadoù a gustum paouraat ar metoù naturel.

Distro

eZ publish © Inovagora