Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ar glad naturel > An hin hag an hidrografiezh

An hin hag an hidrografiezh

Evit gouzout hiroc'h

Pellgargañ  >

kartenn ar glavioù hag ar gwrezioù

kartenn an torosennoù

kartenn ar gwazhioù + poulloù dour ha takadoù gleborek

Hin Vreizh a vez levezonet gant meurvor Atlantel a zegas amzer glouar ha gleb war zouaroù Park natur rannvroel Arvorig. An torosennoù (dister zoken) a gustum kreñvaat ar freskder hag ar glav. An amzer a c'hell cheñch buan hag e berr amzer pe e daou lec'h tost an eil diouzh egile e c'hell ober glav hag amzer vrav pelloc'h.

An hin veurvorel a ren war tiriad ar Park, ennañ skouerioù deus ar pezh e vez kavet e Breizh a-fed hin : hin an inizi, an Arvor betek menezioù an Argoad a zo mirlec'hioù dour departamant Penn-ar-bed.

Ha gouzit a rit-hu ?

Keitadoù dour an oabl bep bloaz a sav betek 750 mm war Eusa ha 1500 mm e Brenniliz (sifroù evit ar prantad etre 1980 ha 2002)

An heoliadur hag an derezioù a ya da heul.

 

Ar Park a ya d'ober an takad pennañ evit eiennoù ar stêrioù aod evel stêrioù an Aon, an Elorn, rinier Daoulaz, an Douron, ar C'hamfroud. Ennañ emañ ar mirlec'hioù dour brasañ en departamant gant lenn Sant Mikael, lenn an Dreneg, stang ar Gwig ha kalz a dakadoù gleb all.

Peogwir emañ an douaroù digompez ha ne laoskont ket kalz an dour glav da dreuziñ ez ya an dour da vagañ ur rouedad stank a stêrioù ha tro-dro dezho e vez kavet takadoù gleborek lec'h ma vev spesadoù bresk ha dispar evel kidour Europa, ar somon atlantel, al loaioù-touseg.

 

eZ publish © Inovagora