Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > Ar chemedoù hag an intruduioù lec'hel

Ar chemedoù hag an intruduioù lec'hel

Evel e pep lec'h ez eus war ar Park labourerien-douar o labourat. N'eo ket aes bezañ labourerien-douar. Ur vicher cheñchus ha risklus eo. E kumunioù ar Park o deus ur perzh a-bouez evit kempenn an douaroù ha derc'hel dremmvroioù a galite koulz hag an danvezioù naturel.
Diouzh e du e klask ar Park sikour anezho da genderc'hel war an hent-se, o c'houzout ez eo en devezh a hiziv un atoud kaout douaroù a galite evit treuskas an atant.

Setu daou labourer-douar, o chom hag o labourat war ar Park, a ginnig deomp testennioù deus o labour :

Labourer-douar eo D.M. war un atant a 55 kantar en Ospital. Produiñ a ra laezh a zo gwerzhet d'ur gevelouri (Coop). Divizet he deus e wreg kevrediñ gantañ o loc'hañ ur stal evit treuzfurmiñ al laezh ha gwerzhañ ar produoù en atant.
E Sizun e vez savet denved gant M.P. Gwerzhet 'vez ar mennoù war an atant pe d'ur rouedad kigerien. War e zouaroù e vez kempennet gantañ ar pradeier gleborek, ar gwernioù hag al lanneier.

Penaos eo bet diwanet ha kresket ho mennoz ?

C.M.   Labouret 'm eus 'barzh ar gounezvouedel hag a-viskoazh 'm eus bet c'hoant mont pelloc'h eget produiñ. C'hoant 'm eus bet  diorren un obererezh nevez war an atant evit kaout darempredoù all gant an dud tro-dro din. Marc'had al laezh o pignat hag o tiskenn en deus broudet ac'hanon da loc'hañ gant va obererezh nevez.

M.P. Ne oa ket posubl din ledanaat douaroù ma atant ha ne felle ket din sevel loened en un doare e-maez douar. Dibabet 'm eus sevel deñved en un doare astennidik ha gwerzhañ war-eeun ar pezh a broduan. Dizalc'h on deuet da vezañ hep bezañ emren a-walc'h dre ziouer a zouaroù evit gounit boued-chatal. Tamm-ha-tamm 'm eus gellet kas va fennoù-dañvadezed war zouaroù e fraost a seblante bezañ didalvez evit al labourerien-douar. Goude 'm eus gouezet e oa an douaroù-se "tachennoù naturel dibar".

Peseurt diaezamantoù ha peseurt disorc'hoù ho peus bet ?

C.M. Ur bloavezh a zo bet ret evit kas da benn ar raktres. E-pad an amzer-se 'm eus desket an doareoù evit fardañ boued diwar-laezh barzh an ti-feurm, dielfennañ ar pezh a blijfe d'an dud, klask yalc'hadoù arc'hant, sevel ur steuñvenn evit al labourioù ha kas anezho da benn. An disorc'h ekonomikel a zo un eil gopr a deu deus ar produioù treuzfeurmet ha gwerzhet en ti-feurm fardet diwar 6% deus al laezh produet gant hor saout.

M.P. An treuzoù naturel evit al loened a ya betek 75% deus va gorreadoù. A-bouez-tre int peogwir e vezan rediet ingal da brenañ boued bec'hiet.Penaos e welit an amzer da zont
C.M. Ouzhpenn gwerzhañ va froduioù, ar pezh a fell din ober a zo kelaouiñ an dud n'int ket labourerien-douar ha displegañ dezho petra eo al labour-douar 'barzh un atant dalc'het gant ur familh ha n'eo nag ur mirdi nag un uzin. Fellout a ra din diskouez e c'heller gounit e vuhez hep brasaat ha stankaat an atant. Marteze e c'hellfe ar Park kenlabourat ganeomp evit kemenn ar menoz-se.

M.P. Evidon, an dazont a zo kentoc'h penaos treuzkas an atantoù ha penaos e c'hell unan yaouank en em staliañ kentoc'h eget soñjal e vefe freuz-stal gant va atant. Er mareoù-mañ e kenlabouran gant ar Park a bermet din kas va deñved war e lanneier hag a sikour ac'hanon evit kaout yalc'hadoù "labour-douar-endro". Asambles gant saverien deñved all ha gant sikour ar Park emaomp o sevel ur merk evit ar c'hig a zo "oan Park Arvorig"

eZ publish © Inovagora