Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > An dremmvrioù > Traonienn an Aon mor ha lennvor Brest

Traonienn an Aon mor ha lennvor Brest

E dibenn pellañ lennvor Brest emañ traonienn an Aon a zo anezhi an aber pennañ war ar Park. Ul lec'h tremen eo, etre douaroù digompez ar menezioù Are hag ar Menez C'homm ha douaroù gounezet diazad Kastellin. Etre Landevenneg ha Pont-ar-Meilh ez eus lec'hioù levezonet gant an dour a-wechoù dous, a-wechoù sal, e-kreiz douaroù gouestlet d'al labour-douar gant testenioù deus an doareoù arnevez da labourat ha da broduiñ.

E ardraoñ Meilh-ar-Wern, ur skluz diwezhañ a dermen al lodenn deus ar stêr Aon a zo bet kaniet. Goude Meilh-ar-Wern, e teu da vezañ brasoc'h ha ledanoc'h an elfennoù naturel : kildroennoù ar stêr, ribloù rozellek ha plantet gant gwez ...a c'heler arvestiñ deus gwelva Landevenneg.

E Kreisteiz Lennvor Brest ar stêrioù a ya don en douaroù hag e reont aberigoù evel re ar C'hamfroud, ar Faou, pe hini Keroulle. An takadoù gleborek-se a vez levezonet gant ar mor met ouzhpenn-se, gorreadoù skedus-diskedus al lec'hidoù, ar c'horsegoù-mor, ar c'horz-mor o houlenniñ en avel ha trouz al laboused hag an amprevaned a vez e pep lec'h a ra un aergelc'h ne gaver e lec'h ebet all.

Diabarzh lennvor Brest e sioul ar mor e-barzh ar plegoù mor pe el lennoù habask diwallet deus ar c'horvantennoù a chom en diavaez deus al lennvor.

Ar c'harzhaoueg hag ar c'hêriadennoù gant o zi savet e mein melen deus  Logonna-Daoulaz pe e mein Kersanton, ar mor nepell hag ar maezioù a ya da sevel an aergelc'h a gaver e lennvor Brest lec'h ma vez kemmesket an Arvor hag an Argoad.

 

Distro

eZ publish © Inovagora