Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > An dremmvrioù > Inizi an Hirwazh

Inizi an Hirwazh

 

Kelc'hiet gant ar mor, inizi Eusa, Molenez ha Sun a rank gouzañv tourmantoù ar goañv hag an avel diroll 'barzh unan deus kanolioù-mor danjerusañ e bro C'hall. Levezonet 'vez buhez an inizi ha stummet e vez o dremmvroioù gant an hin diaes.

An enezenn vrashañ e Penn-ar-Bed eo Eusa gant 8 kilometr a hirder ha 3 c'hilometr a ledander. An enezenn nemeti eo lec'h ma z'eus tornaodoù  uhel a sav etre 40 ha 60 metr e reter an enezenn.

Kompez awalc'h eo torosennadur an inizi, an tiez zo harpet o mogerioù an eil ouzh egile, krak ar gwez, mogerioù mein dijuntr, ar porzhioù-mor bihan e goudor un bae a lak ac'hanomp da gompren e oa kallet hag uvel buhez an dud.

Ar mor, evel ur c'houriz tro-dro d'an inizi a stumm an dremmvroioù a cheñch hervez al lanvioù.

Abalamour d'an avel greñv ha d'ar strinkadennoù-mor, n'eus nemet plant izel ha krak a c'hell chom bev. N'eus nemet an tourioù-tan, hag ar semafored, prouennoù eo dañjerus ar mor a vez gwelet a-blom war an enezenn.

Ha gouzout a rit-hu ?

N'eus ket kalz a barkeier natur rannvroel e bro C'hall o defe un talbenn mor. Ul lodenn vras deus ar Park a zo lec'hiet en Arvor.

Distro

eZ publish © Inovagora