Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > An dremmvrioù > Gourenez Graozon

Gourenez Graozon

Ur Penn douar troet war-du ar mor eo Gourenez Graozon, ennañ e kaver  dremmvroioù disheñvel mat etre douster ar c'hreisteiz hag un doare bro gouezoc'h er c'hornog hag en hanternoz. Ar pineged, ar plant liesliv hag a deu maez abred, an traezhennoù, an oufoù darempredet mat gant an hañverien a lak an dremenerien da soñjal int en em gavet war aod ar mor kreizdouarel.

N'eus ket ken a labourerien-douar e begoù douar ar c'hornog evel Beg Penn ar Roz, Beg Din, Beg Penn Hir hag all. O dremmvroioù kaer ha garv a zo bevennet gant ur renkennad tornaodoù ha traezhennoù a draezh fin.

Ar c'harzhaoueg a zo enni mogerioù mein sec'h, koad-med, kleuzioù. Ar parkeier a vez bevennet gant ar c'hleuzioù , pe ar girzhi  hag o ment a cheñch kalz : parselladoù strizh kichen ar mor ha douaroù gounezet brasoc'h e reter ar gourenez.

Ar parkeier a ya betek ar Menez C'homm pehini a vez darempredet kalz gant an dud a blij dezho an embregerezh korf en diavaez. Ur wech war lein an dorgenn voal ha gouez e tezoloer gweledvaoù bamus betek  gourenez Graozon, traonienn an Aon ha diazad Ploneve -Porze.

 

Ha gouzout a rit-hu ?

Gourenez Graozon a zo enni testennioù a 600 million bloavezh a istor ar c'heologiezh. Gwelet e vez pezhioù kurius, goueledoù ar mor fosilizet, an tornaodoù sonn o teskouez deomp levezon ar mor war ar plant hag an dud.

Retour

eZ publish © Inovagora