Vous êtes dans : Accueil > Dizoleiñ > An dremmvrioù > Ar Menezioù Are

Ar Menezioù Are

Chadennad ar Menezioù Are a zo ennañ leinioù uhelañ e Breizh a ya kasimant betek 400 metr a uhelder. Deus al leinioù e vez gweledvaoù bamus war an dremmvroioù tro-war-dro. Gant o c'hriblennoù savet diwar ar reier lemm a-us d'an torgennoù ha tuchennoù tor, an douaroù yen a zisken gouestadig betek an douaroù gounezet a vez graet douaroù tomm anezho, bac'het gant ar c'hleuzioù lec'h ma vez kavet kichen-ha-kichen ar saout kig savet evel gwechall hag an doare arnevez da broduiñ laezh.
Al lanneier gant brug enno a zo metoù aroueziel deus ar Menez Are. Al lanneier a zo testennioù deus labour an dud er metoù-mañ.
A-bouez eo ivez ar maen sklent a gaver e-leizh er Menezioù Are. Implijet e vez evit ar savadurioù pe evit sevel mogerioù tro-dro d'ar parkeier evel ma vez graet e ranvroioù all war ar menezioù.
Er Menezioù Are e kaver mammennoù stêrioù pennañ an departamant.
En Argoad e kaver pradeier peuret ha kleuzioù. Neuz ur vro goadek en deus an Argoad en desped d'an diouer a goadoù ledan. En eil lodenn an XIXvet kanvet zo bet plantet koadeier koad rousin teñval ha heñvel penn-da-benn. Ar c'hoadeier a wez deliaouek a zo brudet mat, koad komm an Nivod, kleger ar Ruskeg pe koad ar C'Hrannoù en deus pourveziet e-pad pell chanterioù bigi Brest gant gwez faou.

Distro

eZ publish © Inovagora