Parc naturel régional d'Armorique

Vous êtes dans : Accueil > Accès directs > Keleier > Ar skrivadenn - Dictée en breton

Ar skrivadenn - Dictée en breton

Depuis 2004, le Parc naturel régional d'Armorique organise la dictée en breton sur son territoire (Guerlesquin, Crozon, Brasparts, L’Hôpital-Camfrout, Daoulas et Logonna-Daoulas). Ar skrivadenn se déroule depuis 2016 le 11 novembre, à Logonna-Daoulas, en partenariat avec la commune, des bénévoles de Logonna-Daoulas et des associations des alentours: Gorre ha Goueled de Loperhet, Ar Froud Birvidik, Bugale amañ de l’Hôpital-Camfrout. Le texte de la dictée a été composé cette année par les collégiens de la filière bilingue du Collège Saint Joseph de Plouescat sous la houlette de leur enseignante Morgane Cloître.

Dictée en breton

Samedi 11 novembre 2017 à 14h. Salles Kejadenn- Logonna-Daoulas.

Renseignements 02 98 81 16 51

sylvie.vigouroux@pnr-armorique.fr

 

Skrivadenn Logonna-Daoulaz

Sadorn 11 a viz Du e Logonna-Daoulaz - Kejadenn - 2 eur

Evit kaout titouroù 02 98 81 16 51

sylvie.vigouroux@pnr-armorique.fr

Il se divise en 5 parties, dont la difficulté augmente avec le nombre de paragraphes. Les jeunes à partir du C.E. et les débutants s’inscriront pour un ou deux paragraphes selon leur désir. Les confirmés pourront en faire 3, 4 ou la totalité du texte. Chacun est libre de commencer pour essayer, arrêter ou continuer en cours d’animation.

Cette animation est surtout un moment convivial, intergénérationnel autour de la langue bretonne.

Un goûter est proposé aux présents et de nombreux lots récompenseront les courageux qui auront affronté les mots composés et autres zh.

 

Skrivadenn Logonna-Daoulaz

Abaoe 2016 e vez aozet ur skrivadenn e Logonna-Daoulaz gant Park Arvorig gant sikour ti-kêr Logonna-Daoulaz ha tud a youl deus Logonna ha deus ar c’humunioù tro-dro evel ar Froud Birvidig pe Bugale amañ deus an Ospital ha Gorre ha Goueled deus Loperhed.

Savet eo bet testenn ar skrivadenn gant skolajidi Sant Jo deus Ploueskad heñchet gant Morgane Cloître o c’helennerez.

Rannet eo ar skrivadenn e 5 lodenn deus an aesañ evit ar re yaouankañ hag an deraouidi betek al lodenn diwezhañ evit ar re varrekañ. Pep hini a c’hell ober ar pezh en deus c’hoant. Bezañ difaziet pe get, kaout un notenn pe get, skrivañ an destenn a-bezh met bezañ notennet war ul lodenn nemetken hag all…Ar pal a zo deskin un dra bennak met ivez kaout plijadur.

Merenn vihan a vo kinniget d’an dud ha levrioù a vo evit ar re o deus kemeret perzh.

 

Soñjoù skolidi Sant Jo (Poueskad) hag o c’helennerez Morgane Cloitre diwar ar Skrivadenn

Setu ar pezh a c'hellfen lavaret diwar-benn al labour kaset da benn gant va skolajidi : 

P'am boa gwelet ar gemennadenn (war va boest mail) em boa soñjet raktal e c'hellfe bezañ ul labour dedennus da gas da benn gant an tredeidi. Un dra bennak "gwir" da grouiñ ganto e oa. E-pad ar c'hentelioù e vez ijinet ganeomp un bern degouezhioù evit kaout tro da gaozeal e brezhoneg, met an degouezhioù-se ne vezont ket dre ret soubet er sevenadur hag er brezhoneg. Traoù difetis a grouomp alies.

Gant ar raktres-mañ o deus va skolijidi gellet dizoleiñ a-dostoc'h Park an Arvorig hag ar Skrivadenn. Eus un tu o deus dizoloet petra oa ar Park ha pelec'h e oa lec'hiet. War bord ar mor e vev an tredeidi e Ploueskad. O c’horn-bro a anavezont dreist-holl. Al lec’hioù brudet a gaver e Park an Arvorig o doa bet tro da welet dija pe da glevet anv anezho da nebeutañ, met ne ouient ket re petra eo Park an Arvorig. Al labour-se a zo bet un digarez evit kompren mont-en-dro ar Park ha reiñ c’hoant dezho da vont betek eno.

Eus an tu all o deus bevet eus an diabarzh krouidigezh ar Skrivadenn 2017, da lavaret eo un darvoud e brezhoneg. Va skolijidi n'o doa ket tro da glevout brezhoneg na da gaozeal brezhoneg pa ne vezent ket er skol. A-drugarez d'ar raktres o deus gwelet mat eo bev ar yezh hag ez eus tud tro dro dezho hag a vev e brezhoneg.

Plijet eo bet ar skolajidi gant ar raktres dre ma oa tu dibab forzh peseurt temad ha lakaat an ijin da labourat. Ankenius e oa ivez memestra dre ma dav sevel un istor klok berr a-walc'h hag a c'hellfe plijout d'ar re vihan kement ha d'an dud gour. Hir a-walc’h eo bet ar prantad evit dibab an temad. Mennozhioù disheñvel a-grenn a oa er strollad. Lod o doa c’hoant ijinañ un istor fentus, lod all un istor skrijus, lod all c’hoazh n’o doa ket c’hoant dreist-holl ijinañ un istor. Goude an eskemmoù bras o doa divizet displegañ ar peskaeterezh e Breizh. Goude meur a enklask ha goude bezañ skrivet pennadoù ‘zo o doa merzhet e oa aesoc’h ijinañ un istor war ur vag-pesketa.

Ul labour tenn eo bet evito, dreist-holl, dre ma oa dav dont a-benn da lakaat ar skrid da vezañ diaesoc'h-diaesañ a-fed reizhskrivañ. Al liveoù uhelañ a zo bet start da skrivañ. Komprenet o deus e c’hell bezañ diaes ar vicher skrivagner hag eo pouezus pep ger en ur frazenn. C’hoariet o deus gant ar gerioù, gant ar sonioù ha gant an troioù-lavar. Plijet int bet echuiñ o frantad er skolaj hag e brezhoneg gant al labour-se.

eZ publish © Inovagora